Pajenn:Tour iliz va farrez.djvu/2

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 122 —


» An deiz ma c’hourc’hemenn d’an oll mont d’an Iliz !
» D’ar zul e sonan sard, evel em yaouankiz ;
» Va c’halon arm a drid p’ho kwelan kristenien,
» En desped d’an domder, pe daoust d’an amzer yen,
» O tiredet oll aman d’an oferen-bred,
» Ha p’ho kwelan, goude, daoulinet er vered
» Evit pedi Doue da gemeret truez
» Ouz ho tud tremenet, ouz Anaon ar barrez !
» Keit ha ma kendalc’hoc’h da zont oll d’an Iliz,
» E sonin laouen-braz, bep sul, Breiz-Izelliz ! »

————

— « Kloc’h va farrez, lavar, petra zo a nevez ? »
— « Eur bugel badezet a zo deut d’ar vuez,
» Hag e fell d’in kana da zeiz ginievelez
» Eur bugel da Zoue hag eur breur d’an Elez ! »
— « Kleier, c’houi ’zon laouen, perak an dra-ze ’ta ? »
— « En e galonig glan, evit ar wech kenta,
» Eur bugel en deiz-man en deus digemeret
» Korf ha gwad e Zalver ! » — « Petra zo tremenet
» Hirio ? »
— « Daou zen yaouank o deus touet gant le
» D’en em garet dalc’hmad an eil hag egile ! »
— « Ha perak bep eil tro, kleier, e sonit kaon ? »
» Pedit, rak eur c’hristen a zo eat d’an Anaon ! »

————

Ah ! Tourik va farrez, pegement da garan !…
Evel ar martolod a glask sked an tour-tan
Da veachi, d’an noz, War ar moriou treitour,
E klaskan ac’hanout war ar meaziou, va zour !
Ouzpenn mar tigasez an envor da bep den,
Tour, euz ar Baradoz, Bro wirion ar c’hristen,
Ez oud eun ere krenv etre tud eur barrez ;
Pep kalon a lar d’id : « karantez, trugarez ! »


Yvon CROQ,

« Eostik Kerinek. »

————