Pajenn:Testamant ar vam goz - Ledan.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16


Ho stil e peb lêc’h da re garet :
Dalc’h, va mir g’enet da yalc’h ;
Ar bleis ma ve demezet a zeufe don aoualc’h.

Benos Doue d’an diner
A ra e hostis e pep qær,
Gallec ha brezonec a oar,
Hac ober e hostis e peb foar :
An amzer a ra an hat,
Hac an arc’hant a ra ar marc’hat.

Merc’het qèz, divoallit teod fal bioc’h kikamoult,
Hounes so, moc’h assur, ur pez an tanfinfoult ;
Evidon-me, neus fors ha pa ven tamallet
Va deviz a vezo : E PEB HENT LEALDET.

Setu amàn Testamant va mam gôs,
Pini a dleit lenn hac en deis hac en nos,
A voa scrifet pemzec de qent ma clànvas,
Ha dictet tri dez goude ma varvas,
Testamant caër, scrifet gant plous,
A so bed alaouret gant daoulagat picous.

Composet gant Ustach Toraval,
Hac e gensort Jeromic Kikikokokaraval,
E gamarat Yan ar Maout, goroer ar zaout,
Hac e g’ender Yan ar Zaout, a so mal e gaout.

Nep a fel dezàn caout an Testamant,
A renq eta donet promptamant
Da Vontroulez da di Lédan, Imprimer,
A g’ever en e di pa ve chomet er gær


FIN.