Pajenn:Terrien - Aviel revé St. Maheu.djvu/94

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
81
PENNAD XX.

ré guetan e vou er ré dehuéhan : rac paud e zou galhuet, mæs dibaud e zou difforhet.

17 Ha Jesus e yas de Jerusalem hag e gueméras a dù é zeuzec discipl, hag e laras dehai :

18 Chetu e hamb de Jerusalem, ha Mab en Dén e vou laqueit étré deourn er Pen-Vêlean hag er Scribed, peré er varnou d’er marhue,

19 Hag el laquat e reint étré deourn er Gentiled aveid gobér goab anehou, aveid er foêtall hag aveid er staguein arh er groéz ; hag en drivèd dé ean e sàüou a varhue de vihue.

20 Nezé mam bugalé Zebede e dostas de Jesus guet hé deu vab, hag en adoras én ur houlen guet hou un dra.

21 Hag ean e laras tehi : Petra e houlennet-hui ? Groeit, emé hi, ma vou men deu vab, én hou ranteleah, azéet unan a zéheu d’oh, en arall a glei.

22 Mæs Jesus e laras tehi : Ne houyet quet petra, e houlennet ha hui e ellou ivèd er halice e ivein mé ? Ya, emé ind, ni e ellou en ivèd.

23 Guir é, emé Jesus, hui e ivou er halice e ivein ; mæs eit bout azéet ag en tu déheu, pe ag en tu clei d’eign, n’en dé quet d’eign mé é er rein d’oh, en inour-zé e vou reit d’er ré de beré en dès ean stallet me Zad.