Pajenn:Terrien - Aviel revé St. Maheu.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
79
PENNAD XX.

30 Nezé hilleih ag er ré guetan e vou er ré dehuéhan ; hag er ré dehuéhan, er ré guetan.


Pennad XX.


RANTELEAH en Nean e zou haval doh un pentiec péhani e yas a vitin mad d’hobér marhad guet gounidision a labourat é huiniêg.

2 Arlerh en dout groeit marhad guet-hai ag un dinær dré zéuéh, ean ou hassas d’é huiniêg.

3 Ean e yas er mæz ardrô en dairvèd ær hag él ma cavas ér dachen tud hemb labour, ean e laras dehai :

4 Quêrhet ehué d’em guiniég, ha m’hou paiou él reih ha mad.

5 Hag ind e yas. Ean e yas er mæz arré ardro en huéhvèd ær, hag ardro en nàüvèd, hag ean e hras en haval dra,

6 Nezé, ean e yas er mæz arré ardro en unécvèd ær, hag él ma cavas hoah ér dachen tud hemb labour, ean e laras dehai : Perac é chomet-hui a-men de boéz abad en dé ?

7 Ind e laras dehou n’ou doé quet cavet a zeuéh ; hag ean e laras dehai : Quêrhet ehué d’em gùiniêg.

8 Denoz, en eutru-ze e laras d’é vérer : Galhuet er