Pajenn:Terrien - Aviel revé St. Maheu.djvu/79

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
66
ST. MAHEU.

21 A nezé Jesus hum laquas de ziscoein d’é zisciplèd penaus e oé ret tehou monnet de Jerusalem, ha bout goal-casset dré er Ré-Gouh ag en dud, hag er Scribed, hag er Pen-Vêlean, bout lahet, ha distroeit a varhue de vihue en drivèd dé.

22 Ha Pierre er gueméras a dû, hag hum laquas d’en rebrechein, én ul laret : Eutru Doué, re virou ; en dra-zé ne zigoéhou quet guet-n-hoh.

23 Nezé ean e zistroas hag e laras de Pierre : Pella, Satan ; en arben-a-lam é ous d’eign ; rac ne gavès quet mad er péh e za aberh Doué, mæs er péh e za aberh en dud.

24 Nezé Jesus e laras d’é zisciplèd : En n’emb e venne me héli, e zeli nahein anehou é unan, dougue é groéz ha donnet arh me lerh.

25 Rac en n’emb e vennou salvein é vuhé, er hollou ; hag en nemb e gollou é vuhé dré en arben a me c’hanhue, er havou.

26 Rac de betra e talvehé d’un dén gounid er bed ol, mar da dehou col é inean ? Pé petra e rei ean eit-hi, mar da ag é holl ?

27 Rac Mab en Dén e zeli donnet lan a vrastæd é Dad, guet é Ælet, ha nezé ean e rei de beb-unan revé é oberieu.