Pajenn:Terrien - Aviel revé St. Maheu.djvu/63

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
50
ST. MAHEU.

18 Cleuet enta, hui, er lavar-cuhet en hadér.

19 E nemb e gleu guir er Ranteleah, ha ne zisq quet anehou, e ta en droug hag e vougue er peh e zou bet hadet en é galon ; hennéh e zou en hani ag en dès digueméret en had a-héd en hent.

20 Hag en hani en dès digueméret en had é léhieu meinec, hennéh e zou en hani e cheleue doh er guir, hac en diguemér quentéh guet leuhiné.

21 Neoah n’en dès quet a hourien én ean é-unan ha n’é ma meit aveid un tam amzér ; rac pe zei trebilleu pé gloés, dré en arben ag er guir, quentéh e gave en arben-a-lam.

22 Hag en hani en dès digueméret en had é vesq en dreign, hennéh e zou en hani ag e cheleue doh er guir ha préder er bed-men ha lobereah er madeu e voug.. er guir, hag en laqua de vout diffréh.

23 Mæs en hani en dès digueméret en had én douar mad, hennéh e zou en hani ag e cheleuou doh er guir hag en tesquou, hag e zigassou fréh ag e hrei darn cant quément arall, darn tri-uiguént, darn trégont.

24 Jesus e laras d’en dud er lavar-cuhet-men : Ranteleah en Nean e zou haval doh un dén péhani en dès hadet éd mad én é barq.

25 Mæs étré ma oé cousquet é zud, e tas é énébour