Pajenn:Terrien - Aviel revé St. Maheu.djvu/58

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
45
PENNAD XII.

29 Pé penaus e hell unan benag monnet én ty en dén crihue, ha piliad é vadeu, meid de guetan en en dès ariet en dén crihue ? ha nezé e brêhuou é dy.

30 Nemp n’éma quet guet-n-eign, e zou a-inemp d’eign ; ha nemp ne zastum quet guet-n-eign, e zismant.

31 Dré en arben ag en dra-zé, m’el lare d’oh : Penaus péb péhèd ha péb goal-gonz touïet e vou distollet d’en dud ; mæes péb goal-gonz touïet a-inemp er Sperèd-Glan ne vou quet distollet d’en dud.

32 Ha pihue-benac en dou laret ur gonz a-inemp Mab en Dén e vou distollet dehou ; mæs pihue-benac en dou gonzet a-inemp er Sperèd-Glan ne vou quet distollet dehou, hag er béd-men, nag er béd de zont.

33 Péb guéen vad e zougue fréh vad, ha péb guéen fall e zougue fall fréh ; rac-cé doh er fréh e zougueint, hou hanàuein e rehet.

34 Rumad-aëron, penaus e hellet-hui larein treu mad, ha hui tud fall ? Rac a ziar er lænder er galon e gonz er héneu.

35 En dén mad e denn treu mad a ziar en trézol mad a é galon : hag en dén fall e denn treu fall a ziar en trézol fall.

36 Mæs m’el lare d’oh, penaus en dud, én dé er