Pajenn:Terrien - Aviel revé St. Maheu.djvu/46

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
33
PENNAD X.

Eutru Doué ; ean e hré er yehaid de ol er ré clan, hag e hùellè ol clinhuédeu hag ol drougueu.

36 E huélet en tolp tud-cé en helié, Jesus en doé bet truhé doh-t-hai, rac ma oént scuéh ha ma oént gourvet arh en douar él devèd hemb bugul.

37 Nezé e laras d’é zisciplèd : Un æst bras e zou, mæs n’en dès chet calz a vedérion.

38 Pedet enta en Eutru ag er medéreah de zigasse vedérion de cherrein en æst.


Pennad X.


HA goudé m’en doé galhuet é zeuzêc discipl, ean e hras dehai guelloud arh en droug-sperèdeu, aveid hou hasse quit, ha yahat en ol gouanderieu, hag en ol clinhuédeu.

2 Hag hanhueu en deuzêc Abostol e zou er ré-men : er hétan Simon e halhuér Pierre, hag Andreu é vrér.

3 Jacq mab Zebede, ha Yehan é vrér, Philipp ha Barthelemi, Thomas ha Maheu er publican, Jacq mab Alfe, ha Tade.

4 Simon er Hannaéad, ha Judas Iscariot, péhani e guerhas anehou.

5 Jesus e gassas en neuzêc-sé, hag e gourhemennas