Mont d’an endalc’had

Pajenn:Terrien - Aviel revé St. Maheu.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26
ST. MAHEU.

11 Ehué larein e ran d’oh, e tei hilleih ag er Sàüe-hiaul, hag ag er Huh-hiaul, ag en devou léh é Ranteleah en Nean gued Abraham, Isaac, ha Jacob ;

12 Ha bugalé er ranteleah e vou taulet én tihoeldaet : inou é vou dareu ha tarhereah dènt.

13 Jesus e laras nezé dér c’hantenaer-hout : Quêrhet, ha revou groeit d’oh revé hou fé, ha quentéh e oé bet gùélleit d’é méhuel.

14 Ha pe zas Jesus de dy Pierre, e huélas é vam-gær gourvet clan gued en derhian.

15 Hag ean e astennas é déourn arh-n-hi, hag en derhian e yas quit : hag hi e zàüas hag e campennas bep-tra aveid-t’hai.

16 Hag ar drô en handerhue e oé disgasset dehou hilleih a dud dalhet guet en droug-sperèdeu, hag éan e gassas quit er sperèdeu dré é guir, hag e yahas er ré ol e oé clan.

17 Aveid ma vehé laqueit de vout é guirioné er péh e oé bet laret gued er profæd Izaïas én ul laret : Queméret en dès é-unan hun drougueu, had douguet en dés hur clinhuédeu.

18 Mæs Jesus pe en doé guélet hilleih a dud en drô dehou, e gourhemennas tremen en tu arall ag er poull-deur.