Pajenn:Terrien - Aviel revé St. Maheu.djvu/137

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
124
ST. MAHEU.

53 Ha goudé ma oé saüet Jesus a varhue de vihue, ind e hum ziscoas de galz a dud ér gær santel.

54 Er hantenær hag er ré e oé guet hou é hoarn Jesus é huélein en douar é crenein, hag é huélet er burhudeu-zé, e oé bet scontet, hag e laras : En Dén-zé e oé, é guirioné, Mab Doué.

55 Bout e oé ehué ino un nivéh a merhèd péré hum zalhé a ziabel, hag en doé héliet Jesus a zrebi Galile eid en chervige.

56 E mesq péré e oé Mari-Madelen, Mari mam Jaq ha Jojeb ha mam bugalé Zebede.

57 Ardro en noz un dén pinhuic e Arimathi, hanhuet Jojeb, hag e oé discipl de Jesus,

58 E yas de gavouèt Pilat, eit goulenne guet hou corv Jesus. Nezé Pilat e hourhemennas quentéh er rein dehou.

59 Jojeb en distaguas a-z-oh er groéz, el liennas,

60 Hag el laquas én ur bé nehué en doé toullet én ur roh, ha goudé m’en doé rulied ur mein bras, eid stanquein er bé-zé, ean e yas d’é hent.

61 Ha Mari-Madelen, hag ur Vari arall e oé azéet ino étal er bé.

62 En trenoz, péhani e oé er Sadorn, er Pen-Vêlean