Pajenn:Terrien - Aviel revé St. Maheu.djvu/120

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
107
PENNAD XXV.

leiz ; mæs de nemb n’en dès chet, e vou lamet a guet-hou er peh en dès.

30 Ha taulet er méhuel didalvé-ré én tihoéldæd a zianvés : Ino e vou clemmeu hirvoudus ha tarhereah-dént.

31 Mæs pe zei Mab en Dén en é vrastæd hag en ol Æled guet hou, nezé ean e azéou ar gadoér é vrastæd.

32 Hag en ol bobleu e vou dastumet dirac-t-hou, hag ean e rannou en eil doh er guilé, él me ranne er bugul en devèd a zoh er gèvre.

33 Hag ean e laquou en devèd a zéheu dehou, hag er gèvre a glei.

34 Nezé er Roué e larou d’er ré e vou a zéheu dehou : Deid hui, re benniguet guet me Zad, bieuet er Ranteleah e zou bet stallet aveid oh a houdé crouédigueah er bed.

35 Rac nan e m’ès bet, ha hui e hoès reit t’eign de zaibrein ; séhet e m’ès bet, ha hui e hoès reit t’eign de ivein : hemp ty e oén, ha hui e hoès mé digueméret ;

36 Nuéh e oén, ha hui e hoès me gusquet ; clan e oén, ha hui e zou deit d’em guélet ; ér rangenneu e oén dalhet, ha hui e zou deit d’em gavouèt.

37 Nezé er ré divlam e larou dehou : Eutru, pegourz hun nès-ni hou huélet é gavouèt nan, hag hun nès reit de