Pajenn:Terrien - Aviel revé St. Maheu.djvu/109

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
96
ST. MAHEU.

21 Ha pihue-benac e douïou dré en Ty-Doué, e douïou dré en Ty-Doué ha dré en hani e chome abarh.

22 Ha pihue-benac e douïou dré en Nean, e douïou dré cadoér Doué, ha dré en hani e zou azéet arh-n-hi.

23 Goah t’oh Scribed ha Pharisiénèd lan a gùeuïér, hui péré e bai en devér arh er vent, en anés, hag en humin, hag e lézet de boés en treu er muian vernus én er lézen, er varn, en trugaré hag er fé. Red e oé gobér en treu-men, hemb lézel er ré rall d’hobér.

24 Charratigeon dall péré e zill ur huiben hag e lonq ur hanval.

25 Goah t’oh Scribed ha Pharisiénèd lan a gùeuïér ; rac golhein e ret en dianvez ag er chopinn hag er plad, mæs en diabarh e zou lan a laëronci hag a loustri.

26 Pharisiénèd dall, golheit de guetan en diabarh ag er chopinn hag er plad, aveid ma vou ehué guen en dianvez.

27 Goah t’oh, Scribed ha Pharisiénèd ; dré ma oh haval doh béieu gùennet, péré a zianvez en hum zisco caër d’en dud, mæs péré én diabarh e zou lan a esquern tud varhue hag a bep breignadur.

28 El-cé hui ehué, én dianvez, en hum zisco divlam d’en dud ; mæs én diabarh oh lan a gùeuïér hag a fallanté.