Mont d’an endalc’had

Pajenn:Terrien - Aviel revé St. Maheu.djvu/100

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
87
PENNAD XXI.

guirioné m’el lare d’oh penaus er bublikénèd hag er guistri hou tiarauguei é Rantaleah Doué.

32 Rac Yehan e zou deid d’hou gavouèt én hént ag er huirioné, ha n’hoès quet credet dehou : Mæs er bublikénèd hag er guistri en dès credet dehou : Ha hui goudé en dout guélet quement-cé n’hoès quet bet a hæ, ha n’hoès quet credet dehou.

33 Cheleuet ul lavar-cuhet arall. Bout e oé ur Pentiec péhani e hlantas ur huiniêg, hag e hras ur hrleu en drô dehi, hag e zàüas ur houasquel hag un tour ; hag er hras a gôbr de labourision, hag ean e yas d’ur vrô pell.

34 Ha pe dosté amzér er fréh, ean e gassas é vehuelion trema er labourision, aveid dastumat fréh é huiniêg.

35 Mæs er labourisiou goudé en dout croguet én é vehuélion e scoas arh unan, e lahas er guilé hag e veinas un arall.

36 Cassein e hras arré mehuélion arall calz muioh eid araug, hag ind e hras dehai un haval dra.

37 En tu dehuéhan ean e cassas dehai é vab é-unan én ul laret : Doujein e reint me mab.

38 Mæs er labourision én ur huélet er vab e laras étré-z-hai : Hennéh é er minour, deid, lahamb anehou, ha queméramb é zanné.