Mont d’an endalc’had

Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/89

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 87 —



II

Kaourintinig — Pe seurt c’hoari a vo ? Marivonig.
 Pe seurt c’hoari a vo ?

 Marivonig — C’hoari boulou dero,… Kaourintinig,
 C’hoari boulou dero…

Kaourintinig — C’hoari boulou ha meinigou,
 War letoun ar prajou, Marivonig.

 O daou — War letoun ar prajou.


III

Kaourintinig — An hini a gollo, Marivonig,
 An hini a gollo.

 Marivonig — Daou aval a baeo, Kaourintinig,
 Daou aval a baeo.

Kaourintinig — Ha d’ar park bras e ray an dro,
 D’ar red ken na gouezo, Marivonig.

 O daou — D’ar red ken na gouezo.


————