Mont d’an endalc’had

Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/87

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 85 —



4

Digas d’in unan ’ta, Yannig,
Digas d’in unan ’ta ?

 — Ne roïn ket, ne roïn ket,
 Ar re-ze ’ zo ’vit ma gwreg.
bis

5

Pe seurt gwreg az peus ’ta, Yannig,
Pe seurt gwreg az peus ’ta ?

 — Unan vihan, unan deo,
 Hag a zao e mare vrao.
bis

6

Da bet eur e sao ’ta, Yannig,
Da bet eur e sao ?

 — Etre dek eur ha kreizteiz
 ’Sao ar big diwar he neiz.
bis

7

Pe seurt soubenn ’ ra ’ta, Yannig,
Pe seurt soubenn ’ ra ’ta ?

 Soubenn pesk, soubenn fresk,
 Soubenn vijil alies.
bis



————