Mont d’an endalc’had

Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/82

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 80 —

III[1]

Disul, me vo pinvidik,
P’am bo prenet eur c’hazig.
Bismignaon, eme va c’haz,
Aou, aou, eme va c’hi etc.


IV

Disul, me vo pinvidik,
P’am bo prenet eur marc’hig.
Ouin, c’hin, c’hin, eme va marc’h,
Bismignaon, eme va c’haz, etc.


V

Disul, me vo pinvidik,
P’am bo prenet eur vioc’hig.
Man, man, man, eme va bioc’h,
Ouin, c’hin, c’hin, eme va marc’h, etc.


VI

Disul, me vo pinvidik,
P’am bo prenet eur maoutig.
Bê, bê, bê, eme va maout
Man, man, man, eme va bioc’h, etc.


VII

Disul, me vo pinvidik,
P’am bo prenet eun doc’hig.
Oc’h, oc’h, oc’h, eme va doc’h,
Bê, bê, bê, eme va maout, etc.

  1. Ar c’houblad-man hag ar re a deu d’e heul a vô kanet er memez doare gant an daou genta. Ne vô ken diezamant nemed gant an trede poz eus peb hini anezo, rag neuze ar mestr-kaner, hag an holl war e lerc’h, a ranko henvel eul loan muioc’h bep taol, en eur vont var ar c’hiz : eno ema ar c’hoari ; eno e vô an abadenn, ha kalz a vô laket nec’het araok ma vô ar mare da gana : Kotogotogog, eme ’r c’hilhog.