Mont d’an endalc’had

Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/64

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 62 —



He diouchod a zo ruz-wenn
Henvel ouz diou rozenn.

He dent ’zo vel diou renkad
Oanigou gwenn ’n eur prad.

Gant he halan ’z eus c’houez vat
’Vel gant spern-gwenn ar c’hoad.

Braoat ma vez da welet,
Da zul en ofern-bred !

Koef dantelez war he fenn,
Kroaz aour en he c’herc’henn.

En holl barreziou tro-dro
N’eus ket eun all er vro.

Ker koant, ker fur ha Monig,
Marvonig, va dousig.

Emaoun krog em ugent vloaz,
Soudard e vin warc’hoaz.

Oh ! ra blijo gant Doue
Va diouall en arme.

Ma tizroïn ker seder,
Ha m’oun breman d’ar gêr.

Ar Person hor badezas
Hor skoulmo neuze c’hoaz.

Dirag aoter hor parrez,
Dindan sell ar Werc’hez.

Hag e chomimp unanet
Keit ha ma vimp er bed.


————