— 59 —
Plijadur ha displijadur
Gwer a vro-Iwerzon troet e brezoneg
————
’Tre ma strink an heol tomder war ar mor o trouzal,
An dour doun a c’hell beza chomet yen ha tenval ;
’Tre ma vez dremm an den o vousc’hoarzin laouen,
E galon alies a vez leun a anken.
Plijadureziou gwirion ha poaniou didruez
A zigouez bep eil warnomp epad hon holl buhez ;
Kalz a deu ne reont forz, p’o deus tanvet peb tra,
Nag eus a drubuilhou nag eus a wir joa !
Ar galon, p’he deus tanvet an trubuilhou garo,
’Jom evel ar skour sec’het dindan an heol bero :
Kaer en deus strinka ’n heol tomder ha sklerijenn,
Ar skour maro, siouaz, ne advleunio biken !
|
————