— 54 —
PENNHEREZ PENN-AR-ROZ
————
Me am euz eur vestrezig e Penn-ar-Roz ; (bis)
Hag e redin d’he gwelet hep mui gortoz
Hag e redin d’he gwelet disul da noz.
Ha mar teuez d’am gwelet va c’hloareg koant, (bis)
Me ’n em droio en eur pesk er stêr arc’hant ;
N’ez pezo ket va c’haloun hervez da c’hoant
Mar ’n em droes en eur pesk ’vel ma lârez, (bis)
Me ’vezo pesketaer, ô va mestrez !
Me ’besketo va dousig dre garantez.
Mar teuez d’am fesketa ha d’am spouron, (bis)
Me ’n em droio en heiez er c’hoajou doun
N’ez pezo tam, kloaregig, eus va c’haloun.
Mar ’n droez en heiez ’vel ma lârez, (bis)
Me a vezo chaseour, ô va mestrez !
Me chaseo va dousig dre garantez.
Mar teuez d’am chaseal, ’riskl d’am muntri, (bis)
Me ’n em raio leanez ’n eun abati ;
N’ez pezo ket va c’haloun, ô kloareg kri.
Mar ’n em reez leanez, ’vel ma lârez, (bis)
Me a yelo da vanac’h, ô va mestrez !
Me govesay va dousig dre garantez.
Ha mar teuez d’am c’hovez, oueli c’houero, (bis)
Gwenn-kann maro em gwele te am c’havo,
Roïn ket d’it va c’haloun, kaer az pezo.
Mar da gavan gwenn-maro ez kwele kloz, (bis)
Lec’h Sant Per a gemerin er Baradoz,
D’hen digeri d’am dousig eus Penanroz.
|
Kanet er Huelgoat gant Sesilia AR BRAS.