Hen. — Sell eus e dron an heol a gouez ;
Me a wel c’hoaz, a dreuz ar gwez,
E lagad ruz o lugerni,
An noz a dosta, tiz warni.
Hi. — Er c’hoad, ar bleun hag an deliou,
Bep an tammig, a goll o liou,
Ha dre ma tua ar menez
Ec’h enaou tour-tan an enez.
Hen. — Ar mor a baouez da c’hourdrouz,
Al labous ne ra mui a drouz,
An avel hepken, heb ehan,
Goustadik a zistag he c’han.
Hi. — Ennan kant ha kant goulaouen,
Nag an oabl doun a zo laouen,
E lizerennou aour warno
Doue ’n deus skrivet e ano.