Mont d’an endalc’had

Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 25 —


5

Livirit d’in, tudchentil vat,
    E pelec’h ’vo rekis
Redek ’vit ma c’hellin tanvaat
    Hunvre va yaouankiz.

6

P’her c’havoc’h, tost da benn ar bed,
    Kuzet gant ar gwez bras,
Mammenn an daerou ’vo hesket,
    En ho taoulagad glas.

7

Setu-me, eun deiz, digouezet,
    Kroummet gand ar gozni,
E-tal eun ti, hanter-gouezet,
    Goloet a ginvi.

8

Gant an alc’houez e tigoris
    Dor an ti hep toenn,
Ha war an oaled e welis
    Lec’h va c’havellig gwenn.

9

Anaout a ris va zi a-benn ;
    Ennan em eus kresket,
Ennan, va mamm, war he barlenn,
    He deus va luskellet.

10

Kouezet eo va zi tamm ha tamm,
    Va eurusted ivez.
An eurusted ha ti va mamm
    N’o deus met eun alc’houez !

J. Le Maréchal.


————