I
A bep tu, em eus redet,
da glask an eurusted,
da glask labour, da c’hounit va bara
Met d’ar gêr pa zistroan,
En c’halon e tanvan ar blijadur,
al levenez vrasa.
Pa deu ’n avel da c’houeza,
ar mor da eonenna,
Pa ziroll an holl drougou er goanv,
O ! nag eo dudius,
chom er goudor, kaer, eurus,
Em zi bihan ker karantezus.
-: Diskan :-
O ! me da gar, ti va zadou
Muioc’h eged an holl denzoriou
Karget laouen a sklerijenn
Ti Koz, te zo ’vel eur baradoz.
II
Ro digemer d’ar bugel
dizroet d’e gavel,
ro d’in nerz, deus da floura va c’halon !
Me wel aze, dem-guzet,
Va c’hadorig vourret
he divrec’h astennet warzu ennon.
An horolaj o seni
a sko ’vel kaniri
hag a laka va gwad holl da virvi.
O ! va zi benniget
da vousc’hoarzou entanet
a laka da dridal va spered.
|