Mont d’an endalc’had

Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —


6

Bimbaon ! gavrig an hanv,
Ha petra ri c’hoaz, en hanv-man ?
— Diouall ouz fazi marvel
O tec’hout diouz skoul ha sparfel.

7

Bimbaon ! gavrig an hanv,
Ha petra ’ri c’hoaz, en hanv-man ?
Klask eun toull kuz da vervel,
Pa deuio Doue d’am gervel.

8

Bimbaon ! gavrig an hanv,
Fur out, e-skoaz kalz a dud skanv !
— Bepred e ran youl Doue,
Warnomp holl Hen eo ar Roue.


————