— 19 —
SAV, BREIZ-IZEL
————
Komzou J. Le Bayon. — Ton J.-P. Dantec
Setu echu an noz, splannat a ra an de
Ar c’hloc’h a dint c’hoaz eur wech an Ave.
Diskan
Sav, sav,
Breiz-Izel, bro hep par,
An heol a strew e splannder war an douar
Sav
Rak me ’glev kan lirzin
Al laboused dihun holl en dro d’in.
Ar voualc’h er bod spern a c’houitell d’ar mintin
Bugale Vreiz a gouez war an daoulin.
Ar gliz o deus fuilhet perlez dre an douar
An heol o c’hutuilho diouz beg ar barr.
Ar segal er parkou kent pell a vo melen
Ne vanko ket c’hoaz bara da vab-den.
Arvor, douar karet, mirit ho pugale,
Nerz ’vid an deiz o do digant Doue.
|