Mont d’an endalc’had

Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 17 —


7

An hini yaouank zo lijer
An hini goz a zo pounner !

8

An hini goz he deus bleo gwenn
An hini yaouank bleo melen.

9

An hini goz liou radenn sec’h,
An hini yaouank liou an erc’h.

10

Liou an erc’h eo hag hi ker yen
Ma ne zell ket ouzin hepken.

11

Ha koulskoude, n’ouzoun, perak,
Va c’halon ’ra tik-tak, tik-tak !

12

Tik-tak a ra va c’halon baour
Pa ’z an da skei war doull an nour.

13

Tec’h alese, tec’h kuit, tec’h pell ;
An hini goz a zo kant gwell.

14

An hini goz a zo kant gwell
Ne ra ket tailhou dimezell.

15

Diaket an dimezelled,
Diaket e teir rann ar bed.

16

Dimezelled ne reont bepred
Nemet goab eus ar Vretoned

17

Pa daolan dourn war benn he glin,
An hini goz a c’hoarz ouzin.

18

An hini goz ’zo Bretonez,
An hini yaouank ’zo Gallez.