Mont d’an endalc’had

Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 11 —



II

Ne deus ket, ’vel e-touez hor c’herreg,
      A dud vat, seder ha nerzus ;
Ne deus ket, ’vel en hor brezoneg,
      Soniou drant, gwerziou dudius.

III

Hon tud koz, tud leal ha santel,
      Start evel hon dero kalet,
A ouezas mirout da Vreiz-Izei
      He brud-vat, he nerz, he gened.

IV

Bretoned, savomp hor c’halonou,
      Ha touomp e talc’himp atao
Da vale var roudou hon tadou,
      Keit ha ma ’z ay ar bed en dro !

Paotr Tréouré.


————