Mont d’an endalc’had

Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/120

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 118 —

Arru eo ! Breman ’vat eo mall d’in skara ac’han !

(P’eman o vont er maez, e sko e benn e Janed o tont en ti gant be faner)

Hola ! Hola ! pelec’h ez es ? Petra eo al laez a welan aman ’barz ar varaz ?… O den diboell, kollet ez peuz va ribotadenn !… Hag an traou holl a-dreuz e kreiz an ti ha netra c’hraet ebet ! Hag an evach war an daol ! A ! lonker milliget !

(Stlepel a ra an evach gant penn-a-drenv Yann)

Pad ar beure e oas o karga da gof ! ! ! Abalamour da-ze e felle d’it chom er ger !… Gortoz eun tamm !

Yann a fell de’zan komz, met Janed a red war e lerc’h gand ar skubelenn en eur youc’hal. Yann a dec’h kuit hag ar gouel a gouez.


————