Mont d’an endalc’had

Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/111

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 109 —


Ho pezet holl ar vadelez
Pa vezin e bro an aelez,
Da lakat skriva war va bez
Ar veuleudi verr-man a-bez :

Aman eo beziet Laou ’r Sec’hed
A varvas hep gellout tec’het,
O veza ma n’oa ket a blas,
Dre aoun kentoc’h eget dre c’hlaz,
Ankounac’haet gantan, eun deiz,
Tenna e alan… tudou keiz,
Pedit ma c’hello kaout digor,
Er baradoz, a-drenv an nor.

(D’ar spontailh.)

Breman va fec’hejou brasa
A rankan c’hoaz anzav ama.
Hervez ar c’henta gourc’hemenn,
Eun Doue zo, unan hepken ;
Ha biskoaz n’her c’hredis ker mat,
Ha m’her gran, hizio, va den mat.

(Ar spontailh a hej gand an avel.)

N’it ket da denna, gant a reoc’h.
Va lezit da dremen e peoc’h.

(Outan e-unan)

En hanv Doue na doui ket
N’heller hen ober met ouz red,
Er pec’hed-man oun bet kouezet
Hep kaout anezan keuz ebet ;
Fall am eus graet, hen anzav ’ran.
D’an trede gourc’hemenn ez an
A lavar d’eomp mirout ar zul
Hag eo labour an deiz-se nul ;
Pa vez meneg da ehanan
N’eus den ebet par d’in aman.
Sed ar pevare gourc’hemenn :
Ouz tad ha mamm bezomp kempenn ;
War heman n’oun ket bet re fall,
Ma ’m bije heuliet ar re all
Koulz hag hen e vije bet brao,
Met, siouaz, bresk oun bet atao !

(D’ar spontailh a wel oc’h heja gand an avel.)