Pajenn:Son neve voar sujet bro an aour c'hanvet er C'haliforni.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
(2)



Breman so tri bla, pe voar dro,
En tall rivier Sacramento,
Eur rivier vras deus ar c’hontre,
A teurvejont sevel tie.

Tud a vicher, artisanet,
Gant binviou voë di casset,
Evit toulla fondamanchou
Hag ive sevel mogueriou.

Mes pa gommansjont da doullan
E gommansjont da estonan :
Quentan tol piguel deus scoët,
Eur peç aour fin a deus cavet.

Eur peç aour flam, melen ha pur,
Sellet outan voa ’r blijadur !
Tregont livr franc, a boëjo Franç,
A boëze ar peç bars er valanç.

Hag hi da doullan adare :
Tri feç a quefjont en de-se ;
Bemde toullent, ha dre ma c’hent,
E quevent aour fin voar ho c’hent.

Martolodet deut d’ober dour
Lec’h ma voaint ho tennan aour,
Vel m’ho goëljont, estonet bras,
Da vont da vete’ desertas.

Chetu voë casset archerien
Evit clasq an desertourien ;
Mes ar re-man pa deus goëlet
O c’hunan a so desertet.