6º Ar C’honseil privé, tri c’hant mill livr |
300,000 fr. |
7º Goel ann Impalaër, daou c’hant mill livr |
200,000 fr. |
8º Minister ti ann Impalaër, pevar million pemp kant nao ha pevar ugent mill seiz kant livr |
4,589,700 fr. |
Kement-ze holl a ra hanter kant million dek ha pevar ugent mill kant livr. |
50,090,100 fr. |
Gwelet a rer dre gement-se penaoz ar Republik a espern (épargne) d’imp d’ann neubeuta daou ugent million bep bloaz !
Gobrou (les traitements) ar Ministred na int ken nemet tri ugent mill livr ar bloaz pep-hini, hag ez oant a gant mill livr indan ann Empir.
Ouspenn da ze, kalz a baleziou, kestell, tier, parkou (des parcs), koajou braz (des forėts), pere a oa bet roet d’an Impalaër, a zo distroet a-nevez da densaour ar Gouarnamant, hag a dalv dezhan meur a villion.
Ar Republik eo, evel ma veler, ar gouarnamant ar muia marc’had mad, harza a raïo ive ar brezel hag ar revolutionou, hag indan-hi e c’hallfomp beva en peoc’h, ha pep-hini a em gavo mad out-hi.
Esaët a vezo sponta ann dud, o lavaret d’ezhe eman ar société a vont da goll, ma pad ar Republik : met ann dud fur na em spontfont ket evid klevet ann hevelep komzou, pa velfont hec’h a mad pep-tra.
Ann urz vad ha tra pep-hini (la propriété) na int bet biskoaz muioc’h respectet eget hirio ; biskoas ar veleienn na int bet muioc’h libr, da ober politik zoken, eget a-baoue ma z’omp en Republik ; gallet ho d-eûs ober pelerinajou lec’h ma karient, hag hervez ho c’hoant, ar pez n’hen devije ket aotreet (permis) d’ezhe ann Empir. Sellit endro d’heoc’h, hag e velfet bemde kalz a dud fur, a dud pinvidik, hag a dud gwiziek (instruits) o treï a-du gant ar Republik.
Ar Republik kenta e d’eûs roet d’ar vourc’hizienn ha d’ann dud diwar ar meaz ar galloud da gaout douar d’ezhe, rag a-raok 1789, ann douar a oa kazi holl d’ann noblanz ha d’ar veleienn. Ann dervet Republik na diskarro ket, en kement-se, ar pez a zo bet grêt gant hon zadou-koz.
Ar gwir danjer, — met a behini na
gomz ket ennebourienn ar Republik, — a
vefe mar deufe ann dud diwar ar meaz da
reï ho moueziou, evit beza Senatourienn pe
Deputeed, da dud ha na lakaont ket mad
ar vro a-raok ho mad ho-unan, evel ar
Bonapartisted, pe ar Monarchisted all ; met
na rafont ket ann dra-se, hag e vefont
fur.
- Troët euz gallek Paul SEBILLOT
- (Ar finn ur wes all.)