Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sauvé - Lavarou koz a Vreiz-Izel, 1878.djvu/86

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 72 —
461

Ann taol eo ar pounera,
Penn maouez ar c’haleta.

462

Er fourniou-red, er milinou,
E vez klevet ar c’heloiou ;
Er poullou hag er sanaillou
E vez klevet ar marvaillou.

463

Ann hini avantur he vreg,
E leac’h unan hen euz deg.

464

Grac’h klemmuz,
Grac’h paduz.

465

Ann hini goz a lamm en dour
Hag a bed Doue d’he zikour.

466

Ar vreg, ann arc’hant hag ar gwin,
Ho deuz ho mad hag ho binim.

467

Karout ar merc’hed hag ar gwinn,
A denn, peurvuia, da wal finn.

468

Ar gragez, siouaz ! hag ar gwinn
’Lak’ ann tiegez war ann tu gin.

469

Greg a zo kustum da eva
A bep hent holl ne dalv netra ;
Ouc’h peb honestis e serr dor,
Hag ouc’h peb pec’hed e tigor.

470

Eur goaz dre ’n em vezvi
Hag eur c’hreg dre c’hoari
A skarz buhan madou ann ti.

471

Greg a ev gwin,
Merc’h a goms latin,
Heol a sav re vintin,
A oar Doue pe gwall fin.



————