Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sauvé - Lavarou koz a Vreiz-Izel, 1878.djvu/78

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 64 —
402

Divalo daou den a kafet
Eo potr hep barv ha plac’h barvek.

403

Araok sonj da zimezi,
Red eo d’id kaout eun ti
Ha douar diout-hi.

404

Pep ki
A zo hardiz en he di.


IV.


405

Dimez da vab pa giri
Ha da verc’h pa c’helli ;
Gwelloc’h eo dimezi merc’h
Eget kaout anken warlec’h.

406

Evid reiza ar bleizi
Ez eo red ho dimezi.

407

A ziwar moueng ar gazeg a ve paked ann eubeulez.

408

’Vit ma krizet eun aval mad
Na eo ket kollet he c’houez vad.

409

Ar bank en tan na laker ket
Dre ma ve ann alc’houe kollet.

410

Fall eo ar iar ma na eo evid ar c’hillok.

411

Eur c’hillok, kement ha va dorn,
’Zo treac’h d’eur iar kement hag eun ti-forn.

412

Lamfet ket ’r c’hok digant ar iar,
Na Iann ar boc’hick digant par.

413

Ann durzunel a ra truez
Pa he deuz kolled he farez.

414

Na euz dimi nemet unan. —
’Nn hini zime da daou, da dri,
Ez ia d’ann ifern da leski ;
’Nn hini zime da dri, da bevar,
Ez ia ’vit biken gand ar gounnar.


V.


415

Eur benn-herez, pa ve fall,
A dalv kant skoet war eun all.