Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sauvé - Lavarou koz a Vreiz-Izel, 1878.djvu/76

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 62 —
386

Aliesoc’h den dimezet
Evit den plaset ezet.

387

Ne-z-euz ket a koz votez
Na gav he farez,
’Met devez e vez.

388

Ann truillo,
Ar merc’het brao,
A gav fred ato.

389

Ann dud iaouank a gav gat-he
A gouez ann aour deuz beg ar gwe,
Ha padal ann deliou a gouez
Da ober plaz d’ar re-nevez.

390

Eur vodenn skao
Pa vez gwisket e vez brao.

391

Ann dimeziou great a-bell
Na int nemet touriou ha kestel.

392

Ann dimeziou a ziabell
A c’halv eun tiik eur c’hastel.

393

Dimezet eo Iann Billenn
Da Ianned Truillenn.

394

E Breiz ann naoun gand ar zec’het
A vo c’hoaz aliez dimezet.

395

Et int da frita museged gand paourentez.

396

Frita laouen ar baourentez
War ar bilig ar garantez.

397

Evid eur boanigen
Kant madigen.

398

N’e ket ar viloni
A laka ann druzoni.

399

N’e ket bleo melen ha koanteri
Eo a laka ar pod da virvi.

400

Karout gened na bad ket pell ;
Karout honestis a zo well.

401

Bleo gwenn ha lunedo
Na blijont ket d’ar merc’hejo.