Pajenn:Sauvé - Lavarou koz a Vreiz-Izel, 1878.djvu/72

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


I.


359

Gwell eo karante e-tre daou
’Vit na eo madou leiz ar c’hraou.

360

Gwell eo karante leiz ann dorn
’Vit na eo madou leiz eur forn.

361

Ann aour melen a vez lodet
Hag ar garante na vez ket.

362

Madou a zeu, madou a ia,
Karante morse na guita.

363

Madou a ia war bouez ar ster,
Hag ar garante chomm er ger.

364

Gant karante ’zo plijadur
Ha gant madou tamaladur.

365

Ann delien ’gouez war ann douar,
Ar c’hened ive a ziskar.

366

Pa vec’h ken du hag ar mouar,
Gwenn-kan oc’h d’ann hini ho kar.

367

Red e anavezout
Araok karout.

368

Karout hep beza karet
A zo poanius ha kalet.

369

Karantez pell,
Karantez gwell ;
Karantez tost,
Karantez losk.

370

Gwell eo ’n em garout nebeutoc’h
Evit ma pado pelloc’h.