Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sauvé - Lavarou koz a Vreiz-Izel, 1878.djvu/62

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 48 —
297

Nep hen euz arc’hant hag a ro
A gav mignoned e peb bro.

298

Nep a gemer ha na ro ket
N’hen euz mignon ebet.

299

Eur vad peur-c’hret,
Prest ankounac’het.

300

’Nn hini brest arc’hant, hep goarant,
A goll ha mignon hag arc’hant.

301

Kenderv-gompez pa bresti,
Map da c’hast pa c’houlenni.

302

N’e ket gad marvaillou
E paeer ann dleou.

303

Ann hini a ielo da gred,
Mar na goll, na c’hounezo ket.

304

Koll
A ro skiant da foll.

305

Gwella skiant ’nn hini prenet,
Nemet re ger e ve koustet.

306

Pa vez tro da goll
Eo gwell hanter eget holl.

307

Ann hini ne risk netra
Na koll na gonid ne ra.

308

E-kenver klinka
Eo gwerza.

309

Re ginnig marc’hadourez
A zo eur merk n’e ket e werz.

310

Na werz netra da eur mignonik
Ha na brenn ket digant pinvidik.

311

Prenit ker pell a gerrot,
Gwerzit ker tost a c’hellot.

312

Trompluz a zo kompodi ’nn amanenn
Arok ma deuz ar vioc’h hi ferc’henn.

313

Eun ti kaer ann nep a zavo
A gavo buhan he ialc’h goullo.

314

En ti nevez hag hen krenn,
Siminalou war he zaou-benn.

315

Trouz arc’hant ha c’houez vad
Ne reont na ialc’h na kofad.