Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sauvé - Lavarou koz a Vreiz-Izel, 1878.djvu/48

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


I.


203

Neb ’zo laouen gand bara seac’h
A gav da beuri e peb leac’h.

204

Ann dour a red
Ne ra droug da zen ebed.

205

Ann tamm hag al lomm
A zalc’h ann den en he blomm.

206

Al lomm heb ann tamm
A ra d’ann den kaout lamm.

207

Ann tamm heb al lomm
A zo war galon ann den evel plomm.

208

Ar pod dour pa deu en ti
Prest he c’houitel da bep-hini.

209

Pep-hini d’he dro
Evel ann toaz e go.

210

Gwelloc’h eur pred bepred
Eget eur bouezellad ed.

211

Gwelloc’h eun tamm bemdez
Evid re da Veurlarjez.

212

Ne c’houzanver ket ann dienez ken a ve eat ar feunteun da hesk.

213

Biskoaz den gant naoun bras
Tamm bara fall ne gavas.

214

Sac’h goullo ne-d-eo ket evit chom en he za.
Pa vez leun ar zac’h ne-d-a ket ken ebarz.

215

Dioc’h he dant ve gorroed ar vuoc’h.

216

Roit d’ar zaout bouet freaz
Hag e zavo dienn war al leaz.