Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sauvé - Lavarou koz a Vreiz-Izel, 1878.djvu/34

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —
109

Ar c’hamm a zaill keit hag eun all,
Hirroc’h mar gall.

110

N’e ket at c’hezek bras a gass ar c’herc’h d’ar marc’had.

111

Ann hini a vale eeun a gav atao ledan he streat.

112

Ne-d-eo ket eur skendilik a ra ann hanv,
Nag eur bar-avel ar goanv.

113

Al lestr na zent ket ouz ar stur
Ouz ar garrek a zento sur.

114

Pa ve arrued ar gwall,
Gwell eo born evit dall.

115

Gwelloc’h eo beza kiger eget beza leue.

116

Gwelloc’h eo laza ar bleiz evit beza lazet gant-han.

117

A-wesiou gwelloc’h doujans evit karantez.

118

— Ranna pe ganna !
— Leuskel ar goad da iena.

119

Red eo lezel nep hen euz gal
D’hen em gravat ha da c’hrognal.

120

Danvad kaillaret, peurvuia,
Ouz ar re all ’glask em frota.

121

Ann neb a chomm er ger diouc’h ann noz
A vez divlamm antronoz.

122

Daou louarn kamm a zo treac’h d’unan eeun.

123

Karet a reer ann drubarderez, — kasoni a zo euz ann trubard.

124

Em milin n’euz ket dour awalc’h evit mala hoc’h arreval.

125

Ne-d-eo ket pec’het, nemet mad,
Mouga ann aer gant he c’hofad.


III.


126

E-leac’h ’ma ann dour ar sioula
E vez ann dounna.

127

Bezo ann avel e-leac’h ma karo,
Pa ra glao e c’hleb atao.

128

Na c’hoariit ket gand al lagad.