Pajenn:Sauvé - Lavarou koz a Vreiz-Izel, 1878.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 6 —
14

’Nn hini neus ket c’hoant kaout naon
Na chomm ket re-bell war he skaon.

15

Neb na laka poan hag aket
N’hen devezo madou na boed.

16

O c’hortoz ar ieod da zevel, e varv ar zaout gand ann naon.

17

Red eo terri ar graouenn
Evit kaout ar voedenn.

18

Ann hini vez oc’h aoza iod
’N euz ann tamm kenta ’vid he lod.


III.


19

Ar pez a zo gret gant va zad
A zo gret mad.

20

Lagad ar mestr a lard ar marc’h
Hag a laka ed barr ann arc’h.

21

Ar mestr mad a ra ar mevel mad.

22

Ann hini na oar ket senti
Na oar ket komandi.

23

Na gemerit evit merour
Nag eur c’har nag eun traïtour.

24

Kaz maneget na dalv netra da logota.

25

Ki besk ha kaz diskouarnet
N’int mad nemet da zibri boed.

26

Laerez he amzer hag he voed,
Brasa pec’hed a zo er bed.

27

Gwell eo eun oberer
Evit kant lavarer.

28

Dibaod ar c’halvez
A labour heb danvez.

29

Gant netra
Na reer tra.