Pajenn:Sauvé - Lavarou koz a Vreiz-Izel, 1878.djvu/136

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 122 —
835

Nedelek ha gouel Iann
A laka ar bed etre diou rann ;
Kalan Ebrel ha gouel Mikeal
A laka e-leal.

836

Eur gelienenn d’ann Nedelek
A zo kouls hag eur c’hefelek.

837

Ema Guillou oc’h ober he dro,
Nevezinti a vezo.

838

Here, Du ha Kerzu,
A c’halver ar miziou du.

839

Nedelek seac’h, Pask kaillarek,
Laka ann arc’h da veza barrek,
Hag ann ozac’h da veza bouzellek.

840

Pa vez da zul deiz Nedelek,
Hada da linn war ar garrek,
Ha d’ brena ed gwerz da gazek.



————