Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sauvé - Lavarou koz a Vreiz-Izel, 1878.djvu/130

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 116 —


791

Kaneveden araog deg heur,
Rei he lein d’al laboureur.

792

Kaneveden araog deg heur,
Treac’h ar zec’hor d’ar glebor.

793

Kelc’h loar dioc’h ann noz,
Glao pe avel antronoz.

794

Kelc’h a dost,
Glao a-bell ;
Kelc’h a-bell,
Glao a dost.

795

Mar bez glao da chouel hanter-Est,
Kenavezo d’ar c’hraon kelvez.


IX
MIZ GWENGOLO.
796

E miz Gwengolo
En abardae ’ma ann dorno.

797

Hirio ema gouel Sant Jili,
Kant levenez, mil prediri.

798

Da c’houel Sant Jili
'Teu ar goanv e penn ann ti.

799

Da viz Gwengoulou
E teu dour er poullou.

800

Frimm er bloaz koz,
Avalou leiz arfoz.

801

Da c’houel Maze,
Ar frouez holl’ zo dare.

802

Da c’houel Mikel, da c’houlou-de,
Ann Tri Roue vez er c’hreiz-de.

803

Gourmikaël hag ann Ankou
Laka kalz a chanchamanchou.

804

E joar-ann-Drogerez
Eun ebeul evid eur gwennek.

805

Gounid oc’h diskar loar Gwengolo
Ne vez na greun na kolo.