Pajenn:Sauvé - Lavarou koz a Vreiz-Izel, 1878.djvu/126

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 112 —
760

Avel a c’hreste,
Glao hep dale.

761

Gwalarn kalmet diouz ann noz,
Su pe gevret antronoz.

762

Pa val ’r vilinn diwar ar c’hoad,
’Ve trist doare ar merdead.

763

Diwallit rag ar merwent koz
Hag ar gwalarn iaouank.

764

Pa vez ann avel er gornaouek,
E vez tapet meur a c’henaouek.

765

Da c’houel Barnabaz,
Gand eur fourniad poaz
Hag eun all en arc’h,
E paseo awalc’h.

766

Hanter-Mae dilost goan,
Hanter miz Even hen lakan.

767

Pa vez ker ar piz,
E vez ker ar gwiniz.

768

Blavez hoginn, blavez ed,
Blavez irinn ne ve ket.

769

Blavez c’huiled, blavez ed,
Blavez gwenan ne ve ket.

770

N’ê ket ganet gand he vamm
’Nn hini glev ar goukou nao devez goude gouel Iann.

771

Da c’houel Iann,
Ia-l-ar goukou d’al lann.

772

Da c’houel Per,
Ia-l-ar goukou d’ar ger.

773

Pa vez ar bleun er gwiniz,
E vihanna leaz liviriz.


VII


MIZ GOUERE.


774

Heol a zavo re vintin,
A zo tec’het da wall fin.