Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sauvé - Lavarou koz a Vreiz-Izel, 1878.djvu/122

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 108 —
729

Bleun e Meurs, feurm en Abril,
A ia holl gand ar morzil.

730

Sant Jorc’hdik diwar he dorchenn
A lak’ ar goz saout da vreskenn.

331

Da c’houel Mark,
Meren bihan d’ar park.

732

Pa vez ann deillo er wevodenn
Kement ha diou skouarn eul logodenn,
’Tle advern beza war wenojenn.

733

Da c’houel Mark,
Diodet ar park.

734

Da c’houel Mark
Ann had divezan er park.

735

Pa ve glao da chouel Mark
E kouez ar c’hignez er park.


V


MIZ MAE.


736

Digant kala — Mae goulennet
Pe da zeiz e teui Nedelek,
Ha mar na gredet ket c’hoas,
Goulennet da zant Jerman Bras.

737

Goude miz Ebrel da fin Eost,
Da dan ebet na-d-a tost.

738

Da viz Mae,
Ar medisin a ve gae.

739

E miz Mae,
Ar c’hezek a dol ho zae.

740

Da viz Mae
’Lamm ar segal dreist ar c’hae.

741

Meurs e skoulm,
Ebrel e vodenn,
Mae e bleunvenn,
Even e greunenn,
Gouere e gwastel wenn.

742

E miz Mae,
Kanab gae.