Pajenn:Sarmoun great var ar maro a Vikeal Morin - Guilmer.djvu/34

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 34 )

Pa oa preſt, e oue ſervichet
Oc’h taol evit beza debret.
(Rac e poënt lein oa quement-ſe,
Ha n’oa tam en ty an deiz-ſe.)
Commançz a rer heb dale pell ;
Biſcoas ne velgeoc’h netra guell.
O ar madig ! ô ar cher vad !
O guella den ! ô guella gâd !
Matta regal ! matta bouet !
Perac ive na vige quet ?
Poazet oa croc’hen ha bleo.
O excellant Omnis homo !
Netra certen, n’oa quet e bar
Etre an eê hac an douar.
C’hoas en e lammou oa noploc’h,
Evel ma zàn da ziſques deoc’h
Rac Mikeal, va ſervicher mad,
Quer fidel dìn-me ha de dad,
En deus epad nombr blaveziou
Rentet dìn cals a ſervichou.
Goude tout, n’on quet eſtonet,
Rac, evel m’oc’heus tout guelet,
Pa vige tam er presbital
Vige roët lod da Vikeal
Pa vige bioc’h beſq pe daro,
Em ſicoure brao do goro