Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/50

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 26 —

kouezas oa dournet mat, ha n’eo ket heb abeg oa bet dibabet gand ar roue evit beza mestr-skrivagner. Ar vaerounez, hervez leor an tailhou, a oa greg da eun amezeg hag a zalc’he diankachou e tal ti Laporte

Glaoda oa an eizvet krouadur eus ar familk. N’hor beus ket kavet nemeur a skridou da zeski d’eomp penaos e tremenas e vugaleach, ha penaos e oe skoliet.

Enn amzer-ze, ar c’houarnamant n’oa ket c’hoaz aet da vestr-skol. N’eo ket skoliou a vanke koulskoude, ha gouest da rei deskadurez d’ar vugale kenkoulz ha breman ; her gwelet a reomp en eur lenn leor an tailhou er parreziou.

E Brest, ar skoliou n’oa ket a zienez anezo. Hervez diellou ar bloavez 1739, setu aman niveret ar re a oa war barrez Sant-Loïz. O renerien a ranke paea tailhou hervez talvoudegez o ziez, a lakeat priz warno kalz pe nebeut, goude beza dalc’het kont eus niver ar vugale skoliet enno :

Er Ru-Vras, skol an aotrou Tournellec he doa da baea d’ar gwir, c’houezek real hag eur gwenneg.

Er Ru-Vihan-Nevez, skol Visant Bellec : seiz real hag eur gwenneg.

E ru Sant-Per, en eun ti da Laporte, perrukenner, a lavar an diell, skol an aotrou Deredec : eur real war-nugent ha daou. E ru Ar Skalier-Nevez, hini an aotrou Duval, pevarzek real ha daou.

E ru Sant-Loïz, en eun ti d’an aotrounez Ozanne (kerent an engraver (graveur) brudet eus Brest), skol an aotrou Bihan, pevarzek real ha daou.

Adrenv iliz ar Seiz-Sant, skol an dimezell Corre, seiz real hag unan.

Er c’harter-ze ive, skol an aotrou Dubois : seitek real hag unan ; hag hini an aotrou Fransez ar Sant, eun hevelep priz.

War barrez Sant-Salver oa :