Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/37

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 15 —

peder berrukenn goz, unan skoulmet ha teir bourledet, daou damm saoun e giz saounettez, daou blad baro, hag eur pakad bleo asrodellet : Evit gallout lakat an holl draou-ze e tredeok (séquestre) omp aet er maez eus an ti hag hor beus galvet an daou amezeg tosta evit beza ganeomp war al leac’h ; ar pez n’eo ket falvezet d’ezo ober, na rei o hanoiou. Neuze ar « prévôt » ha ni, hor beus laket sesiz war an holl draou-ze, ha da c’hortoz ma vezint laket er gref da eiz eur warc’hoaz, hor beus laket warno gant koar ardemezou ar gevredigez ».

2° « D’ar 27 a viz gouere 1739, en eur vont e ti Boismon, an daou rener-bras Laporte ha Labbé o deus kavet eur c’hos tamm paotr o klask korda bleo war diaraog eur berrukenn. Labour dister ! Ne ouie ket zoken lakat dereat an tammouigou paper ouz ar bleo evid ober d’ezo rodella. Pa oe goulennet e hano digantan, en deus respontet oa an Nair e hano, ha genidik eus Lannion. Boismon galvet a an em gav war al leac’h. Goulennet eus bet digantan ha gouest oa da rei an testeni oa ar paotrig-yaouank e teski e vicher gantan, hag en deus respontet : « Evit c’hoaz, an testeni (certificat) n’eman ket etre va daouarn, met ouz hen gortoz emaoun ». Eun nebeut derveziou goude, a lavar Laporte, e roas d’eomp eun testeni sinet gant eur perrukenner. Ar pez ne dalv netra ; rag an testeniou a dle knout sinatur ar gevredigez. Gwasoc’h c’hoaz, goude eun enklask graet mat, omp deuet da anaout n’eo ket perrukenner an hini en deus sinet an testeni ; n’eo ket zoken oberour. Tud ar vicher hepken zo gouest da anaout gouiziegez eun deskard. An hini hor beus kavet e ti Boismon n’eo nemed eur c’hrouadur, daouzek vloaz hanter bennak d’ezan, ha ne oar ket zoken penaos kregi en eun aotenn. Boismon, hervez lavarou an daou rener, a glask lakat freuz er c’horf-micher ». Koustout a