Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/31

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 9 —

ar mizou a deue da heul. Met kerkent ha m’en doa diskouezet dre e bez-labour oa gouiziek war e stad, ha dre ar gwenneien en devoa laket a gostez, ez oa eun den a urz vat hag eun den fur, pa en em gave eur stal a vestr da veza dibourve, ar micherour a c’helle en em lakat war ar renk evid he c’haout, en eur gas e c’houlenn da renerien ar c’horf-micher. Neuze unan eus an daou rener bras, hanvet e galleg « prévot », a roe dezan eur mestr hanvet bleiner (conducteur), karg dezan da gas ar goulennour eus an eil ti d’egile da welet an holl vistri. Goudeze, ar re-man a en em vode ; ha m’en deveze ar muia moueziou e veze digemeret. Neuze ar mestr nevez a ranke paea pemp kant lur, da ranna etre ar c’houarnamant, ar mestr bleiner, ar jured karget da varn an taol-micher, al letanand, tud al lez-varn a verk anezan e-touez ar vistri, hag ar gevredigez he-unan.

E penn ar c’horf-micher edo al letanand digaset gant kenta mezeg ar Roue, daou rener bras (prévôts), dibabet evit daou vloaz, an eil da rei an dourn d’egile pep hini dre dro, dean ar vistri, hag eur grefier. An diellou (registres, archives) a veze miret en eun armel, tri alc’houez warni, unan etre daouarn al letanand, eun all gand ar grefier hag an trede gand ar rener bras a oa e karg.

Gwir rener ar c’horf-micher oa ar « prévôt ». Dibabet gand ar muia moueziou, kregi rea en e labour d’al lun genta goude gouel ar Werc’hez e€ gwengolo, ha goude beza touet dirag al letanand.

Ar re a oa evelse e karg a en em vode bep meurz da ziv eur goude kreisteiz. Evesaat a reant, araok ma vezent laket e gwerz, ouz marc’hadourez ar vistri perrukennerien. Kement tra a lakent e €gwerz, evel dre guz, heb aotre an dud e karg, a veze dalc’het, hag ouspenn o deveze kant lur da baea. Koulskoude, ar varc’hadourez, kavet mat hag aotreet, ne blijent ket atao d’an holl ; awechou e save klemm diwar