Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/242

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 195 —

mat d’al labour. Ar micheriou a oa renket e doare ha kaset en dro gant mistri-micherourien gouiziek, bodet e kevredigeziou. Ma teuas o reolennou da veza re stris ha kasaüs ganto, n’heller ket nac’h e oent talvoudus bras d’ar vistri, d’ar vicherourien gouiziek ha fur, ha d’ar re o goulenne da labourat. Kalz preder a veze kemeret da zeski o micher d’ar yaouankizou, ha ne ve ket a zizenor o kemeret skouer diouz ar re goz, en hon amzer, pegwir eus kement a boan o kaout hag o teski micherourien yaouank.

Daoust hag ar pez-labour a ranke ar paotr micherour da ober evit beza hanvet mestr d’e dro ne roe ket a dro d’an tiez labour da glask labourat an eil gwelloc’h eged egile, ha d’ar vicherourien o-unan, da zeski o micher gwella ma hellent ? D’an dervez merket, mistri bet dibabet etouez ar re gouizieka a verke eur pez-labour da ober d’an hini a c’hoantea beza mestr ; hag heman a ranke ober al labour-ze war al leac’h, dirag an daou vestr karget da evesaat outan, eus a zeiz eur diouz ar mintin betek seiz eur diouz an noz ; hag ar pez labour a veze barnet gand ar Gevredigez-a-bez.

Mar d’oa ar vicherourien gouiziek en o labour, kaout a read ive deskadurez vat etouez an dud. Ar skoliou a oa niverus, ha ne goustent gwenneg d’ar c’houarnamant. Skol a veze graet zoken evit netra ; n’oa ket evel breman daou villiard da baea evid ar skoliou, ar pez a laka an tailhou da veza eur gwalldamm pounnerroc’h. Ar beorien ne baent gwenneg. Ha petra helled da gaout gwelloc’h ? Kear Vrest, er bloaz 1749, a c’halvas Breudeur sant Yann-Vadezour de la Salle, hag o c’hargas da ober skol d’ar vugale baour, evit netra.

Aes oa ive beva en amzer-ze. Al labourerien divicher, koulz lavaret, dockerien an amzer a oa hanvet dougerien-kadoriou (ar c’hadoriou da zougen a oa ar c’hiz anezo d’an ampoent) ; war dro ar bloaz 1740, ez