An Departamant a garg ar Prokulerien syndik, ha Renerien pep District, kerkent ha ma tigouezo an urz-man etre o daouarn, da ober niveradur ar veleien a ve leac’h da brizonia, ha da ober kement tra ret evid o dastum, ar buanna ma vo gellet, hag o ambroug betek Brest.
A ro urz da Zistrict Brest da glask eul leac’h dereat ha brao awalc’h evid o digemer. »
Antronoz, paotred Kemper a garge an A. Belval da skriva d’ar Vodadenn Vroadel ha d’ar Roue evit rei d’ezo da anaout an urziou striz o doa ranket da gemeret a eneb ar veleien a glaske lakat an trouz da zevel en dro d’ezo. Fizians o doa e vije aotreet ar pez o doa graet. Daoust da vihana ha chom a raint da c’hedal aotreadur ar Gear-Benn, araok staga da glask ar veleien ? E Brest e kavont re hir an amzer ; ne c’hedont nemed e ve embannet an urziou deuet eus Kemper. Dija, paotred an Ti-kear ha kanfarted Kelc’h Mignoned ar Reizadur o deus rannet Leon etrezo evit mont da redek warlerc’h ar veleien.
En dro-man, a zonjont, ar chase a vo puilh, rak n’eus mui ezomm da welet hag ar veleien dizent a zo re all en o leac’h pe n’eus ket. Gand ar re zo bet roet frankiz d’ezo e miz gwengolo eo sklear an traou ; roll an tremen-hentchou, roet d’ezo neuze, a lavar e peleac’h emaint. D’an 2 a viz kerzu, diouz an abardaez, e tigouez erfin urziou Kemper. D’an 3, abred diouz ar mintin, ar chaseeerien a zo en hent, en o zonj, e vo a-benn an noz kutuilhet da nebeuta teir dousen veleien dizent da lakat e kastel Brest, ar prizon nevez. Ar C’hastel a zo bet dibabet dre m’az oa brasoc’h hag aesoc’h miret ar brizonerien ennan eged e manati Karmez… Met diouz an abardaez, n’oa kavet nemet c’houec’h paour keaz beleg a oe kroget enno kerkent hag ar beure, o veza m’oant o chom e Brest. Ar chaseerien a oa bet war ar maez a zistroas d’ar gear, o meudig kouezet en o dourn. Ha setu an District da en