Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/188

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 147 —

evelse n’en em gavo droug ebet ganto ; o miret a hellimp gwelloc’h ; ne glaskint ket en em zic’hiza, ha gouzout mat a raimp evelse ne rint ket a implij fall euz ar frankiz a glaskont da gaout, evit touella ar merc’hed hag an dud kredik. Ma rofemp d’ezo ar frankiz-se, e lakfemp kounnar hor c’henvroiz da ziroll, hag e leac’h ober vad d’ar brizonerien, e c’heller kredi, e rafemp o gwaleur.

Nag a breder a gemer an District gand e brizonerien. Ya, war e veno… Trubarderez ha netra ken ! D’an ampoent e lakea 50 anezo da loja en iliz Karmez !

Ar re anezo a oa genidik eus Brest a hellas kaout dilhad wele. Eur plac’h koz, Soaz Paris, hag a oa o servicha e familh an Aotrou Laporte abaoue hanter kant vloaz, a deuas a-benn, ken aketus oa, da zigas d’ezan peadra awalc’h evit rei sikour d’e genvreudeur. Ya, met niver ar brizonerien a greske dalc’h mat, ha meur a hini a jomas ouspenn eiz dervez en dienez a bep tra. Koulskoude d’ar 7 a viz gouere, Pennou-bras kear a c’houlennas digant Mestr-pourvez (Intendant) an arme vor tenna eus grinolou ar C’houarnamant : hanter-krant koad gwele, hanter-kant golc’hed gloan, hanter-kant penn-wele, hanter-kant re liseriou, hanter-kant pallenn, evid ar veleien didou a zo dalc’het er prizon en iliz Karmez ; evid ober kement-se e plijo gantan ive rei urz da lezel eun niver bras awalc’h a c’hedourien evit dougen an holl draou-ze, d’ar manati. »

Koulskoude, e c’hellit kredi ; ar veleien baour n’o doa ket kalz a anaoudegez vat evit beza diwallet kenkoulz ; frankiz eo a fell d’ezo ; ar frankiz a deu d’ezo hervez al lezenn.

« Al lezenn, a lavarent, ne c’hourc’hemenn ket d’eomp ober le ; kinnig a ra d’eomp unan a zaou : pe doui, pe goll ar garg. Kavet hon deus gwelloc’h dilezel hor c’harg ; n’hon deus graet nemet senti ouz al lezenn, hag ho peus hon taolet er prizon hep bar-