n’helle birvidigez ho feiz nemet kreski ho toujans evid ar vro, al lezenn hag ar roue.
N’ho tamallimp ket ken nebeut, pell diouz eno, da lakat an trouz etouez ho preudeur.
« Kredi ’ reomp avat e c’hellfec’h, dre hoc’h aliou, c’houi eur c’henvroad gwirion ha ministr eun Doue a beoc’h, lakat da zistrei war an hent mat ar re n’int ket bet sklerijennet awalc’h, pe a zo bet touellet gant tud disleal.
Evid ar pez a zonjit diwarbenn al le goulennet digand ar veleien zo dindan ar c’houarnamant, c’houi zo re sklerijennet hoc’h unan hag a oar mat petra ho peus da ober. Morse n’hor bije klasket rei aliou deoc’h war gement-se.
Gellet ho peus gwelet pe ar Vodadenn vroadel he deus en em emellet eus an traou a zell ouz an eneou, pe he deus hepken renet an traou a zelle outi, en eur ziskar ar gwall-voaziou iskiz hag hep niver o doa en em zilet en o zouez.
Ho koustians he deus ho sklerijennet beteg-hen hag a gendalc’ho d’hen ober, en amzer da zont.
Abalamour d’an dra-ze, hor boa kavet guelloc’h chom hep respont deoc’h ; ha ma skrivomp deoc’h breman, n’eo nemed abalamour m’ho peus goulennet diganeomp hen ober, en hoc’h eil lizer.
Ni zo, gant doujans, Aotrou, ho servicherien.
Izili-Bureo an Ti-kear. »